D’an 30 a viz Gwengolo o doa bet tro skolajidi ar 6vet1 (4 brezhoneger en o zouesk) da implijout ha ledanaat o gouiziegezhioù a-fed Ragistor da geñver ur sortiadenn aozet gant o c’helennerezed Istor-Douaroniezh.

Goude un droiad e Mirdi ar Ragistok e Karnak o doa debret nepell doc’h tumulus ar Bono a-benn mont, goude ar pred, betek Gavriniz, m’en em gav unan eus brudetañ ha bamusañ savadurioù-maen ar bed. Hag evit gwir e oa bet kizellet war mein-sonn an daol-vaen arouezioù hollgaer ne ouier ket c’hoazh hiziv petra a sinifiont …

Karn Garviniz
Karn Garviniz

Hor c’hrennarded a-vremañ a oa bet bamet-mik gant oberoù o hendadoù eus Nevezoadvezh ar Maen. Chomet e oant bout dirak ar c’hurioù teknikel hag arzel sevenet gant tud ar Ragistor a-benn lakaat war o sav ha kinklañ ar monumantoù-maen-se, gant ostilhoù dister a-walc’h ma vezont keñveriet gant ar re a vez gant Mabden hiziv-an-deiz.

Ar maen-sonn kizellet en daol-vaen
Ar maen-sonn kizellet en daol-vaen

Evit gouzout hiroc’h :

Lec’hienn Mirdi ar Ragistor e Karnak : http://museedecarnac.com

Lec’hienn Karn Gavriniz  : http://www.morbihan.fr/gavrinis